En-dro d’ar richenn

Gwerz ar Seizh Sant en Parous Plouared Enregistrer au format PDF Voir la version PDF

Lun 20 a viz Eost 2018 — Ouzhpennadenn ziwezhañ Lun 27 a viz Gwengolo 2021
0 vote

Gwelañ ivez : Gwerz des Sept Saints en la paroisse de Plouaret.

Gwerz ar Seizh Sant
  1. Assistantet katholik, tostaet da glevet
    Ur c’hantik spirituel a neve komposet
    Ar sujet a so qen dign deus hoc’h attantion,
    Ma teuy, mar bech attantif, da rei joa d’ho kalon.
  2. Mes qent avañs davantach, adresset hol genen
    Ho kalon hag ho peden entreze hag an
    Ha men a rai dac’h gwelet un dra guir ha certen :
    Me gomz dac’h eus un ouvrach nen dê graet gant dom den.
  3. En Escopti a Dreguer, en parous Plouaret,
    En devoa ar Speret-Santel ur Chapel batisset
    Hep ra, na pri, na masson, na toer, na kalve :
    N’en deu den d’e bisita ne vel ar virione.
  4. N’en deus qen nemert c’huech men oc’h ober ar Chapel,
    Da servichout mogueriou e zeus peder roc’hel,
    Ha diou al so en doÍn. Piou na gomprenfe qetet
    Eo Doue ol-buissant en deus-y batisset ?
  5. Avis a ra d’am speret penos e c’houlennet
    Pegouls nac en pe feson e zeo bet batisset
    Ha me respont e credan pa voe crouet ar bed,
    An henv, ar mor, an douar, e voe ivez formet
  6. Er Chapel-mañ, christenien, e peder ar Seiz Sant;
    Seiz breur voant, a galite, seiz den fur ha prudant ;
    Seiz servicher da Zoue pa voant var an douar ;
    Seiz avocat evidomp aboe ma maint er gloar.
  7. Emañ hocah imac’h ivez, Mam a visericord,
    E creis entre ar Seiz Sant, rac se bet dimp support ;
    Ha pa deuy ar Seiz Breer-mañ evidomp da bidi,
    Grit ma teuy ho Mab Jesus da dont d’or pardoni.
  8. Me gred penos, christenien, e viet dilijant
    Da henori er plas-mañ Mari hac ar Seiz Sant,
    Ha da velet ur Chapel pehini a so groet
    Hep ra, na pri, na morzol, na sikour den ebet.
  9. C’hoas evit ho imita hac ober dac’h compren
    Pegement e sent Doue eus e servicherien,
    Goul a reont digantañ souffriñ evit e c’hloar
    Ar poaniou a dezirje digas de en douar.
  10. Ar c’hentañ deus ar Seiz Sant a voa Maximian,
    An eil Mark, hag an drede a voa Martinian,
    Ar bevare Sant Denes, ha Sant Yan ar bempet,
    Ar c’hoec’hvet Serafion, Constantin ar seizvet.
  11. Gwechal e voa un tirant, Decius voa hanvet,
    Impalaer ar c’hruella a guement a gaffet ;
    aber a re tourmanti partout ar gristenien,
    Defot ne garent renoñs d’o fe heza d’o lezen.
  12. Er gaer deus a Ephese e voa ivez Seiz Breur,
    D’an amzer ma voa en Rom Decius Ampereur
    a diguemen a eure dre ambassadourien, _a klask ober de renoñs d’o fe ha d’o lezen.
  13. Respont a ra ar Seiz Breur d’an ambassadourien1
    Ne renoncint birviqen d’o fe ha d’o lezen ;
    Hag int ha da dilezel noblañs,
    Enem renti vel peorien o clasq an aluson.
  14. An tirant c’hoas o sonjal surmonti o c’honstañs,
    A lam o armoriou, o priv deus o nablañs :
    Mar delhont mat da Jesus e lar o zourmanto,
    Ha mar renonsont dezhan e no .
  15. Mes kaer en deus o frivan a bep commodite,
    En eur donet d’o c’hontraign da glask ar charite ;
    Resolvet int da veza o Seiz Martiriset
    Qent ma quittaent Jesus er groas crucifiet.
  16. Bete bremañ an tirant n’en de ket deut a ben
    N’o deus biscoas cometet nep sort mechancete. Da distrei ar Seiz Breur m‡n, dre an ambassadourien ;
    Mes bremañ eo qer fachet, ma renq dont e hunanil
    D’o c’hlask ha d’o funissan dre’r cleve ha dretan.
  17. Allas ! O c’havet a ra cuzet en eur c’havern,
    Hag elec’h neuze souden terri o oU esqern,
    E ro urz da vassonat ar c’havern varnese,
    Evel pa vijent maro hag int leun a vue.
  18. Penos, tirant infernal, honnes eo ar sentañs.
    Ordren ar brassañ supplis d’ar brassañ inosañs !
    Lacat en beo en douar seiz breur a galite
    Ennes a so un tourmant qen cruel ha qen bras,
    N’en deus nemert an ifern pe ar purgator voas.
  19. Da viana mar deo ret e teufent da vervel,
    Ro deze ur maro al, tirant cri-ha cruel !
    Gwell eo mervel var ar rod, pe stag eus ur potañs,
    Pe grillet var glaou ardant evel ur Sant Lorañs
  20. 20 Mes coll an ol sclaerijen, beañ beo enteret,
    Languissañ gant ar famin, mervel gant ar sec’het,
    Ennes a so un tourmant qen cruel ha qen bras,
    N’en deus nemert an ifern pe ar purgator voas.
  21. Assistantet catholic, n’en doc’h-u ket touchet
    Pa voelet seiz crouadur en buez entÍret ?
    Demeus a greis o yec’het hag en o yaouankis
    Int plantet en ur c’havarn, nonpas en un llis.
  22. Allas ! Echu eo deze. Lezomp-int da vervel mourir,
    Pa na ellomp o sicour ; mes c’houi, Tad Eternel,
    Recevit o ineo da james en ho cloar,
    Pa hint evit ho lezen plantet beo en douar.
  23. O Doue ol-buissant ! C’hui gonservas gwechal
    Ur profet hanvet Jonas, en korf un aneval ;
    Ur pesk hanvet ar Balen en loncas er mor bras,
    Hag er guaer a Nimve en tri dez en rentas.
  24. C’hui gonservas Daniel e-kreis al Leonet ;
    C’hui a res da dri buguel kanañ er forn goret :
    Bremañ c’hui a les Seiz Breur entÍret er c’havern
    Dre ordrenanñs Decius, rak ma voant christenien.
  25. Seitek vloas hag eiz-uguent e chomjont er plas-se
    Kent ma voe divassonet ar c’havern varnese ;
    An nep en devoa klevet e voant eno laket
    A sonje e voant maro hag int en poultr rentet.
  26. Mes Doue ol-buissant pehini ne les ket
    An oeuvrou graet en e c’hloar ep bout recompancet,
    A digassas eur c’housqet er c’havern d’ar Seiz Sant,
    Hag ho miras en keit-se demeus poan ha tourmant.
  27. Rak pa voa bet ar Seiz Sant er c’havern entÍret,
    Dre bermission Doue e Komañjont kousqet :
    Seitec vloas hag eis-uguent e voant hep difuni,
    Ken en des tud er c’havern hac o c’havet enni.
  28. En istant ma voent cavet e zes partout ar brut,
    Hag a lakas estonet un nomb bras deus a dud,
    Mes ne voe qet hep rÍson, rak me a gret biscoas
    Ne voa bet klevet parlant e eur miracl ker bras.
  29. Pa voe clÍvet qementse ep lakat mar ebet,
    An hol deus a Ephese a deuas d’o gwelet,
    Hag a yes hol d’an daoulin pa voant aru er plas
    Evit renti da Zoue meulodiou ha gras
  30. Dre voyen eur planqen koefr a voe kavet gante,
    Elec’h ma voa ho hano skrivet hac ho bue,
    En seus permetet Doue, evit e vrassañ gloar,
    Gouzout pegueit a amzer e voent bet en douar.
  31. Donet e eure qerqent ar maro d’ar Seiz Sant
    Evit kas o ineo d’ar joayou trionfant.
    Mar boant privet er bed-mañ deus an treo temporel,
    E jouissont er bed al deus ar gloar eternel.
  32. Pegen evurus omp-ni entreomp, Bretonet, !
    Dre m’on beus ken bras tensor en parous Plouaret
    Rentomp graso d’an Drindet Tad, Mab, Speret-Santel,
    Da veañ graet d’ar Seiz Sant en hon bro eur Chapel.
  33. Ouspen ar Chapel devot, eus c’hoas en he c’hichen
    Ur Feunteun gaer d’ar Seiz Sant hag he deus seiz soursen ;
    Seiz kanal int dre bere e ro Doue grasoù
    Hag e ra en peb amzer nombr bras a viraclo.
  34. An dour-mañ a fortifi an nep so en yec’het,
    Hag a ro d’an soulajamant d’ar re so en klenvet ;
    Doue a ro d’an ene grasoù
    Ha d’ar c’horf nerz ha yec’het dre beden ar Seiz Sant.
  35. Eur vroeg deus a Blouaret, a barous ar Seiz Sant,
    Katell David eo hanvet, a go eze en drouk sant ;
    En drouk sant Loup e koeze sivoas bemde goulo,
    Ma sonjet n’e c’huitaje qen a vije maro.
  36. Goude beañ pel amzer er gis-se afflijet,
    Da visitañ ar Seiz Sant e zeo bet inspiret,
    En pelec’h deus kat ur remed exelant,
    Rak aboe ma voe eno, ne goeas en drouk sant.
  37. Pieres ar Guillermic, demeus ar C’hos-Varc’hat,
    Afflijet gant ar derien, a yes dy gant e dad,
    Ha goude ma voe guelc’het en feunteun ar chapel,
    E resevas ar yec’het dre c’hrasoù an Eternel.
  38. C’hoas Pieres Querivoal a barous Pluzunet,
    A voa gant an drouk gouzouk ken terribl afflijet,
    Un nos e voa ker fatig, ma sonjet e varvje,
    Pa voe goestet d’ar Seiz Sant ar yec’het en devoe.
  39. Tud klañ gent peb sort klenvet, re gam hag
    O visitañ ar Seiz Sant a gev soulajamant.
    Ur vreg deus a Blouaret a gollas ar guelet,
    Evit kement a gleske na gave nep remed.
  40. Mont a ras gant he fried gant gwir devotion
    Da invokin ar Seiz Sant en he affliktion.
    He daoulagad a voalc’has en dour feunteun ar zent,
    Ma resevas ar gwelet ker scker ha dlaguent.
  41. Arabat eo ankouant eur faveur exelant
    Graet da Vari Allin, dre beden ar Seiz Sant :
    Ne voa ket he diou vron peadra da vevañ
    Ur c’hrouadurik bihan he devoa e tenañ.
  42. Mont a res vir galon de Chapel ar Seiz Sant,
    Da reketin nouritur da rei d’he inosant
    Mes a drugare Jesus hag e Vam ar Verc’hes,
    E teuas en he diou vron abondañs bras a leiz.
  43. Daou vab Jacqes ar Goffic a barous Trebeurden
    A voe enpad nao sizun klañ bras gant an derrien ;
    D’ar Seiz Sant e voent goestet, hag er memes instantoù
    E kuitteas o derrien kruel ha violant.
  44. Merc’h Julien ar Piver demeus e Lannuon
    He devoe dre he c’hlenve ker bras a aflicsion
    Ne alle ket he-unan remui na kerzet,
    He diou gar a voa outi kasi maro rentet.
  45. Digasset voe d’ar Seiz Sant gant he mam hag he zad
    Evit ober he feden ha goulen he menuad ;
    Alumet voe ar golo eviti er Seiz Sant,
    Hag e kerzas d’ar feunteun joaüs bras ha contant.
  46. Miracloù a ret amañ en andret peb seurt tud ;
    An hol, paour ha pinvidik, memes al loened mud
    A sant ar protecsion deus an dorn puissant,
    En instant ma vent goestet da Chapel ar Seiz Sant
  47. Chelouet a hoarveas gant un den insolant
    A deuas da laerez hed da Chapel ar Seiz Sant :
    Pa voa ho houren e vec’h e chom staguet outan
    Ken nes deut prosision e barous davitañ.
  48. Un nombr bras a viracloù a men c’hoas da laret,
    Panevert na abusen deus ho patiantet
    Kement a meus lavaret a so gwir ha constant :
    An neb o deus bet sikour a meus evit goarant.
  49. N’en deus plas voar an douar pa deuer da bedin
    Ne el an Aotrou-Doue donet d’hon exosin ;
    Mes serten eo gouscoude penos en eus choaset
    PlaÁo en particulier da veañ henoret.
  50. Ur Chapel graet gant c’huec’h men pa voe krouet ar bed.
    Ur Feunten a seiz soursen, kaIz a viraclo’ graetune
    A ro dimp sclaer da velet eo ar Seiz Sant ur plasoù
    A so choaset gant Doue evit rei dimp e c’hrasoù.
  51. Rak se mar hon eus desir da vonet d’an eñvo,
    Keit ha m’on eveus amzer klesqomp ar moyeno ;
    Greomp hon provision deus a grasoù Doue, Gant aon en heur ar maro n’on c’hafe dibourve.
  52. Frekantet e ar Seiz Sant bemde enpad ar zun
    Gant tud deus a bep kontre, ispicial d’al Lun ;
    Mes ar Zul inkontinant goude ar Vadalen
    E zeus pardon, induljanoù d’an ol gwir gristenien.
  53. An induljanoù er bed-mañ hon rent kuit deus a boan.
    A renker er purgator bea passet en tan.
    Mui a dal un aktion entre omp en bue, _Evit kant vloas er flamoù da burja un ine.
  54. Profitomp hol, bugale, deus an okasion,
    Demp en de-se d’ar Seiz Sant da c’honit ar pardon.
    Goulennomp eno grasoù da vevañ ker santel
    Ma veritomp er bed al ar joayou eternel.

Teulioù da bellgargañ

Distro betek krecˈh
Soutenir par un don